Juan Borgia (kardinal 1492)

Ur pennad Giovanni Borgia zo ivez.
Ar c'hardinal Juan de Borja Llançol de Romaní (1446-1503).

Juan de Borja Llançol de Romaní, lavaret anezhañ il Maggiore evit e zisheñvelout diouzh ur c'hardinal all, ganet e Valencia e 1446 ha marvet e Roma e 1503, a oa ur c'hardinal hag arc'heskob katolik spagnol, anvet gant ar pab Alesant VI e 1492.

Ganet e oa en Valencia en 1446. Mab e oa da Galcerán de Borja y Moncada, kenderv d'ar pab Alesant VI, ha d'e bried Tecla Alpicat Navarro.

N'eus prouenn ebet e vije bet beleget, nag eskobet ervat. Chaloni e oa en iliz-veur Valencia and the paborde of Albal as well as a minor cleric.

Goude ar sened-kardinaled a anvas Rodrigo Borgia da bab, e 1492, e voe anvet da gardinal e miz Eost.

D'an 13 a viz Gwengolo 1483 e voe anvet da arc'heskob Monreale, e Sikilia. Morse n'eas da weladenniñ e arc'heskopti met mirout a reas ar garg, hag ar madoù diwarni, betek e varv.

Anvet e voe da verour arc'heskopti Olomouc, en Moravia, karg a zalc'has adal 1493 betek 1497.

Anvet e voe da gannad (legate a latere) da lez Rouantelezh Naplez d'an 18 a viz Ebrel 1494. D'an 18 a viz Mae 1494 edo en Naplez ma voe kurunennet Alfonso II Naplez gantañ, dirak seizh arc'heskob ha daou-ugent eskob.

Anvet e voe da eskob Melfi adal Gwengolo 1494, betek Kerzu 1498. Er bloaz-se en-eeun e voe anvet da eskob Ferrara, e miz Here; ne zegouezhas eno nemet e Mezheven 1497, met mirout a reas ar garg betek e varv. Kargoù Iliz all a bep seurt a voe roet dezhañ c'hoazh, muioc'h eget nikun en e raok.

D'ar 24 a viz Ebrel 1503 e voe roet dezhañ Patriarkelezh latin Konstantinopolis.

Gant ar pab Sikstus IV, kar dezhañ, e teuas da vout protonoter abostolek hag embanner lizhiri abostolek war-dro 1508. Gant ar pab Inosant VIII e voe anvet da gouarnour Roma.

Ur bastard en doe, anvet Galcerán evel e dad-kozh.


Developed by StudentB